Kanerez eo Marthe Vassallo. Ganet eo bet e 1974 e ..., ha savet eo bet e Tregastell, Bro-Dreger e-lec'h m'emañ he zud o chom.

Skoliataet eo bet e Lise Feliz an Danteg Lannuon. Adalek 1994 he deus graet studioù skol-veur war ar brezhoneg e Skol-Veur Roazhon II. Eno he doa desket tammoù iwerzhoneg ha bet eo goude se en Iwerzhon evit peurzeskiñ ar yezh-se. Eno eo ivez e reas anaoudegezh gant Françoise Morvan. Kemeret he deus perzh e skrivadur, troidigezh hag embannadur karnedoù dastum Fañch an Uhel asamblez gant Françoise Morvan e ti-embann ar PUR pe ar Presses Universitaires de Rennes.

Фотографии

Популярные треки

4